Evit echuiń; trugarekaat a reomp Sophie Gautier, Charles H. Schulz ha Pavel Janķk evit o sikour ken prizus... Kit war hor forom evit kenskrivań, m'ho peus evezhiadennoł pe goulennoł.
Amań emań OpenOffice.org 2.4 e brezhoneg !
D'an 13 a viz Genver 2008,
OpenOffice.org 2.0 a zo un heuliad meziantoł burevek a oa gortozet abaoe daou vloaz, dre ar bed a-bezh, gant hiniennoł, gouarnamantoł ha kevredadoł. Aes eo ober gant OpenOffice.org 2.0 ha mont a ra en-dro gant an heuliadoł burevek pouezusań. Gantań emań holl c'halloudegezhioł ar meziantoł digor o zarzh. Ouzhpenn ur mollad stlennvon nevez ha barregezhioł XML araokaet e skor OpenOffice.org ar mentrezh skoueriekaet etrebroadel OpenDocument a zo bet degemeret evel teul burevek dre ziouer gant meur a vro, ha gant Stad Massassuchets en Amerika. Muioc'h c'hoazh eget forzh peseurt heuliad meziantoł all e ro OpenOffice.org an ostilhoł d'an dud dre ar bed a-bezh evit bezań izili emouestlet hag oberiant eus o c'humuniezh.
OpenOffice.org zo bet troet e 36 yezh, ar brezhoneg en o zouez, ha muioc'h c'hoazh a zo da zont. Barrek eo da vont en-dro gant Windows, Linux, Solaris, Mac OS X (X11) ha meur a savenn all. Gant OpenOffice.org eo echu gant an diforc'hidigezh etre ar meziantoł hag an digenvezder ; ha ledanaat a ra, en un doare digredus, an dachenn labour. Ouzhpenn-se, dre ma skor ar mentrezh OpenDocument, savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS, n'eus ket da gaout aon, gant OpenOffice.org, rak bezań bac'het gant ar werzhourien pe rak an diamzeriń mentrezh. Gallout a ra ar mentrezh OpenDocument bezań implijet gant ne vern pe arload burev, ha reiń a ra tu da welout, da embann ha da voullań teulioł evit ar remziadoł da zont.
OpenOffice.org 2.x a zegas spi d'an armerzhioł bihan, dre ma c'hellont bremań kaout un hollad meziantoł burevek en o yezh hag a zegouezh mat gant o ezhommoł ha gant o barregezhioł arc'hant. Dieupoc'h e vint neuze diouzh interestoł ar werzherien meziantoł perc'henn.
OpenOffice.org zo o vont da vezań an heuliad meziantoł burev brudetań a zo bet gwelet biskoazh er bed a-bezh ; reiń a ra tu d'an implijourien, gant diogelroez ha dre zibab, da gemer perzh en unan eus ar strivadegoł brasań gwelet biskoazh gant kumuniezh ar Genrouedad. « Evel ezel eus ar gumuniezh-se e fell din kas ma gourc'hemennoł gwellań deoc'h », Jonathan Schwartz, Kadoriad Penn Rener Sun Microsystems.
Savet gant ur gumuniezh enni Sun Microsystems, ar skoazeller arc'hant hag ar c'heveler pennań, Novell, Red Hat, Debian, Prolypon, Intel, kement ha tud dizalc'h, goulevourien, troerien, skridaozerien hag arwerzhourien anezho, OpenOffice.org 2.0 a ziskouez berzh, emroüsted, ha barregezh Kumuniezh ar meziantoł digor o zarzh.
Bremań emań Kźr Vienna e-touez ar gumuniezh-se. Kroget he deus da zasparzhań OpenOffice.org en he burevioł. « Laouen omp gant arc'hwelerezh ha perzhded ar meziant OpenOffice.org. Spi hon eus e vo OpenOffice.org e-kerz an holl implijourien zo war hon 18000 post labour », Brigitte Lutz, Kźr Vienna.
Louis Suįrez-Potts, Rener Kumuniezh OpenOffice.org, a zispleg eo « OpenOffice.org 2.0 an disoc'h eus un argerzh kenlabour oc'h emplegań miliadoł a dud a labour e nouspet yezh warn-ugent dre ar bed a-bezh. Diskouez a ra splann ez eo barrek an « Open Source » da genderc'hiń meziantoł uhel o ferzhded hag e c'hell gwarantiń ez int stabil, aes da implijout hag asur, dres ar pezh a c'hortoz an implijerien digant o meziantoł burevek. ».
Ouzhpenn ar mentrezh OpenDocument, an etrefas implijour zo bet adtreset hag ur mollad stlennvon nevez zo kinniget gant OpenOffice.org 2.0. Gwellaet eo bet ar skor PDF, araokaet ar mollad taolenner, klokaet enframmadur ar burev ha meur a elfenn all c'hoazh zo bet gwellaet, da dennań splet eus e varregezhioł XML araokaet, evel e amparted da grouiń, da embann ha da implijout XForms en un doare aes.
Gant harp ur mell labour 10 mizvezh sevenet gant tri den a youl vat e c'heller kaout hiziv an heuliad OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg ivez. Diouzhtu e c'hell bezań pellgarget an aozerezh 2.0 ofisiel war lec'hienn an Drouizig, http://www.drouizig.org hag a-benn nebeut amzer, gant skoazell Ofis Ar Brezhoneg, e vo dasparzhet an aozerezh adlennet 2.0.1 war CDROM, evit ar skolioł da gentań-penn hag ar vrezhonegerien dre vras war-lerc'h.
Evit kaout muioc'h a ditouroł diwar-benn OpenOffice.org, kit da lenn ar c'hemennadennoł e saozneg war ar bajenn-mań.
Gant hor gwellań gourc'hemennoł,
Kumuniezh OpenOffice.org
Levrlennadur Implijet eo bet al levrioł-mań evit an droidigezh vrezhonek :
Evit deskiń penaos kempenn mat hag implijout un tammig an difazier brezhonek dindan OpenOffice.org
Pellgargit ha staliit WebEx Recorder and Player amań (skańv ha digoust eo !). Pellgargit ar restr demo amań, klikit warni evit lańsań an demo.Kit war ar forom amań evit pellgargań ar pakadoł brezhonek, evit kenskrivań ganeomp ha gant ar gumuniezh.
- 2.4.1 - D'an 20 a viz Mezheven 2008 - pellgargań an aozadur « 2.4.1 m17 - Gregor Rostren », seitekvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.4.1 ofisiel.
- 2.4 - D'an 13 a viz Genver 2008 - pellgargań an aozadur « 2.4 m2 - Emile Ernault », eil savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.4 ofisiel.
- 2.3.1 - D'an 8 a viz Du 2007 - pellgargań an aozadur « 2.3.1 m8 - Job er Bayon », eizhvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.3.1 ofisiel.
- 2.3 - D'an 19 a viz Here 2007 - pellgargań an aozadur «2.3 m7 - Yann-Bźr Kalloc'h », seizhvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.3 ofisiel.
- 2.2.1 - D'an 2 a viz Mezheven 2007 - pellgargań an aozadur «2.2.1 m18 - Pźr Trepos », triwec'hvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.2.1 ofisiel.
- 2.2 - D'an 24 a viz Meurzh 2007 - pellgargań an aozadur «2.2 m14 - Sten Kidna », pevarzekvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.2 ofisiel.
- 2.1 - D'an 3 a viz Kerzu 2006 - pellgargań an aozadur «2.1 m6 - Yann ab Gwilherm Lemenig », c'hwec'hvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.1 ofisiel.
- 2.0.4 - D'an 29 a viz Gwengolo 2006 - pellgargań an aozadur « 2.0.4 m5 - Erwan Berthou », pempvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.0.4 ofisiel.
- 2.0.3 - D'an 28 a viz Mezheven 2006 - pellgargań an aozadur « 2.0.3 m7 - Taldir Jaffrenou », seizhvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.0.3 ofisiel.
- 2.0.2 - D'an 28 a viz C'hwevrer 2006 - pellgargań an aozadur « 2.0.2 m5 - P.J. Helias », pempvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.0.2 ofisiel.
- 2.0.1 - D'an 18 a viz Kerzu 2005 - pellgargań an aozadur « 2.0.1 m5 - P. Le Goff », pempvet savadenn war ar renk da vezań stampilhet 2.0.1 ofisiel.
- 2.0 - D'an 17 a viz Here 2005 - pellgargań an aozadur « 2.0 ofisiel - J.F Le Gonidec ».
Setu, e-giz « The Gimp » pe « Mozilla », ur prof (ha pebezh prof, un dudi !) digant kumuniezh ar meziantoł dieub. Ganet oa bet a-drugarez d'ur c'henlabour ingal hag arloup. Heńvel ouzh an heuliad kenwerzhel Star Office, un heuliad burevel dieub ha klok eo. Kinnig a ra :
Embannet eo bet an arreval diwezhań gant OpenOffice.org. Posubl eo e bellgargań e meur a yezh hag e brezhoneg bremań ! Liessistem eo an heuliad bureveg (bet rakanvet OOo dija) : kavet e vez anezhań evit ar reizhiadoł Windows, Linux, Mac ha Solaris. Posubl eo lenn ha cheńch ar restroł bet krouet gant an heuliad bureveg Microsoft Office (XP, 2000, 97 h.a.). Ar c'henglotań etre Microsoft Office hag OOo a zo dispar : dousig e c'heller tremen d'unan d'egile, 'pezh a aliomp ac'hanoc'h start d'ober.
E-touez perzhioł niverus eus an arreval diwezhań 1.1.4 e c'hellomp mennegiń ar re-mań :
Dindan aotreegezh GNU LGPL (Lesser General Public License) emań OOo. Talvezout a ra eo kenglotus gant ar GPL, nemet n'eo ket ur redi lakaat dindan aotreegezh GNU LGPL ar chenchamantoł a reer war ar c'hod. Da lāret eo e c'hell un embregerezh bennak en em ziazeziń war OOo ha krouiń gantań ur meziant perc'henn ha kenwerzhel.